Pajenn:Milin - Marvaillou Grac h-koz.djvu/159

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
142
MARVAILLOU GRAC'H-KOZ

Karet ho bugale, karet ho friejou,
A zo ar vein oaled a domm ar c’halounou,
Ar c’hantoloriou kaer zo war-n-ho sklerijen,
Goulaouennou ann ti, evel heol ann envou,
Evel louzaouennou a bare peb anken,
Ho dourn atao noz-deiz a bep-tu o viret,
Dre ’r venoden ma’z eomp, na vemp gant drein toullet,
Ha ne dalvont ar boan, lavarit d’in brema,
E ve ar gragez-ze termet dindan ar beac’h,
E vent-hi skoasiet stard ha skoret gant ar vreach
E deuz bet digant Doue ar galloud d’ho harpa ?
Ne ket harpa hep-ken, karet a zo ive.
Anez ar garantez, na pe seurt harp a ve ?
Nebeud a dra eo c’hoaz evit kement a vad
A skuill euz he c’haloun eur c’hrek war he ziad.
Piou goude a lesfe da vont gant ann dour red,
         C’hoar, pe vamm, pe bried,
Hep lammet war he benn d’he c’hlask bete ’r weled ?

Ar pez a lavarann ne d-eo ket heb abek ;
Setu evit petra : ama ez euz menek
         Euz eur c’hrek paour a voe beuzet
         Enn eur ster zoun, ar ster Odet,
         P’edo o vont da gas ho lein
            D’he fried, bener mein.