Pajenn:Milin - Marvaillou Grac h-koz.djvu/150

Eus Wikimammenn
Aller à la navigation Aller à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
133
MARVAILLOU GRAC'H-KOZ


Ne zell oc’h poan nag oc’h enkrez
Abaoe, gant nerz he c’haloun,
Evel ar mor ledan ha doun,
Ar bed a zo gant-hi loc’het
Hag he fec’hed kant gweac’h gwalc’het.
Perak ann den n’ef-hen ket leal ?
Goude rebech, goude tamall,
Perak ne veul gant gwirionez
Ar pez a zo mad er vaouez ?
Fazi ar c’hrek a vez kavet,
Ar vad a ra a vez nac’het.
Tamall gragez a zo ebad,
Diez eo evel d-ho ober ar mad.
Gwell ober mad ’vit kaout baro
Bezet drouk enn den a garo !