Evit lenn eaz ar Marvaillou-ma, n’ho pezo nemet lakaat evez :
1° E lavarer ar g dirak e ha dirak i, evel pa ve eunn u etre-z-ho :
Eur gear, une ville, evel pa ve : eur guear.
Egile, l’autre, evel pa ve : eguile ;
2° E lakaer al lizerenn w, evit ma c’hello pep-hini lavaret
anezhi hervez giz he vro :
Ar Werc’hez, la Vierge, e giz Leon : ar Verc’hez ; e giz Kerne : ar Ouerc’hez ; e giz Treger : ar Oerc’hez ;
3° E lakaer atao k e leac’h c pe q. Ne deuz lizerenn e-bed hag a ve easoc’h evit k da lavaret ;
4° Pa weloc’h al lizeren s, paket e-kreiz eur ger, e vezo red atao lavaret anezhi evel pa ve ss :
Evesaat, faire attention, evel pa ve evessaat.
Ha lennit e marvaill ann diou Goulm (seitekved eneben), ann teir werz : c’houeac’hved, seisved hag eisved, evel m’ema int ama :
A zigas rann-galoun,