Pajenn:Milin - Marvaillou Grac h-koz.djvu/14

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Gwiriekaet eo bet ar bajenn-mañ
XIII
ALI D’AL LENNER.

emaoc’h ebarz, hag e welot hag hen a heuil pe na heuil ket hoc’h aliou, ho mab, ar barz, pe evit lavaret gwell, gwenanenik Breiz, a gomzann anezhi ama,

          Hag a zistro d’he c’hest laouen,
          Gant eur beac’h mel e deuz kavet
          Dre ar prajou war gant boked ;

o veza traou a-walc’h eunn tammik bleun, eul lommik gliz, d’he lakaat dreo ha da gana :

          E Breiz-Izel, e Breiz hor bro
          Ez euz koar ha mel tro-war-dro ;…
          Mougomp ann drouk dre ober mad,
          En em skignomp holl e pep prad
          Da gutuill bleun ar re gaera,
          D’ober al labour ar gwella.

Bennigit-hi, Aotrou sant Kado, me ho ped, ha grit na glevo morse gant den ar pez a lavaraz d’ar wenanen fur ar goz keillenen :

          Ato em’ oud o labourat,
          Hep na deu d’id netra a vad !