Pajenn:Milin - Marvaillou Grac h-koz.djvu/13

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
XII
ALI D’AL LENNER.

pize great anezho, c’houi leshanvet Ar Fur, evel ma oa Ezop enn he amzer ? Choui a c’houie ann tu, eme ann dud,

          Da gaout aour e-touez al ludu ?

Hag a besiouigou aour melen hag a besiouigou aour flamm, ho pize kavet enn-ho ! Pebez trid e divize roet d’ho kalon mojen ann diou Goulm ! pebez hillig d’ho spered lemm ar C’hi hag ar Bleiz ; al Logoden euz a gear hag al Logoden diwar ar meaz ; ar Geillenen hag ar Wenanen, ha meur a varvaill all kel leun a furnez pe leunoc’h, troet ker brao e brezonek ! Daoust ha n’en deuz ket ar mojenner sentet ouz-hoc’h, pa oac’h o lavaret petra a ranke Breiziz da gasaat ha petra da garout ? Daoust ha na zesk da bep Breizad eo red trec’hi a-raog ann droug, heulia ar mad, beza, pa’z eo dleet, digabestr ha dishual ; choum e peoc’h enn he di balan ;

          Kas er meaz euz he di
          Boasiou fall ha nevezenti ;

labourat tenn da greski mad ann holl ; ha petra c’hoaz ? Kant tra all a dleer da ober : kemeret kentel a-wechou digand ann anevaled a bevar droad, digand al laboused hag al loenedigou euz ar re vunuta zo-ken, digand ar wenanen ; — digand ar geillenen ne lavarann ket, o veza ma labour evit-hi he-unan.

Grit eur zell, Aotrou sant Kado, diouz lein ann nenv,