Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
107
MARVAILLOU GRAC'H-KOZ
Etouez bugale ’nn dud ann hanter, pe war-dro,
Da ganna ’nn hanter-all treujou keuneud a ro ;
Enn dro d’ezho euz stignet drouk.
’Pad ma vo daou zen beo, unan vo boed ar grouk.
AR GIEZ-RED HAG HE MIGNOUNEZ
Pa rooc’h, mignoun e vezoc’h ;
Den fall a-vad, pa c’houlennoc’h.
Eur giez-red a voa tostik da gelina ;
Ne c’houie e pe leac’h dizamma he c’hofad.
Pedi ker brao a ra eur vignounez e doa,
Ma ro hou-man he loj d’ezhi d’ober torrad,
Gant ma’z aio er meaz,
Pa vezo eat war veaz.
Ar giez a ia ebarz, — gortoz a ra he zro ;
Laoskaat ra war-n-hi : e-ben neuze zistro.
Ar vamm-giez a c’houlen out-hi
Pemzek derveziad all da choum c’hoaz enn he zi ;