Pajenn:Milin - Marvaillou Grac h-koz.djvu/121

Eus Wikimammenn
Aller à la navigation Aller à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
104
MARVAILLOU GRAC'H-KOZ

Na lavaret d’ezhan ez eo dreist hor galloud.
Eur perz fall e ve d’omp klask stourm oc’h eur seurt maout.
Ar roue-man a c’halvaz e-touez pep rumm loened
Louzaouerien e-leiz, hanvet medisined,
A bep seurt anezho : ha re vad ha re fall.
Ar re-man a voa stank, rouez voa ar re all.
Setu o tont d’he gaout euz a bep korn ar vro
Loened medisined, gant-ho louzou ’r maro.
Gant-ho n’edo al louarn, emichanz, dre ’nn abek
Ne gare ar re vraz ha ne voa ket lostek.
Mad ar stal : Gwillou ’r bleiz, he douchen atao lemm,
Flatrer ha fistouler, o kaout ann dro a flemm.
Dispenn ra he vignoun a zo choumet er gear
Da gousket, eme z-han, goude dibri eur iar.
— « Pa vez bouroun he gof, ne ra forz euz a zen. »
— « Euz a zen ? eme ’l leon ; mad ! mad ! brema zouden
» Ra vo c’houezet ann tan war-n-han, ma na deu ket ! »
Dont a ra diwar er, hag o veza klevet
Edo ar bleiz iuzaz o c’hober he voutou :
— « Aoun am beuz, eme z-han, n’ho pet klevet, aotrou,
         » Gevier diwar va fenn
         » Evid-hoc’h pa bedenn,
» Ha na venn bet e gaou diraz-hoc’h tamallet ?
» N’edounn gant ar re all, pa’z int deut d’ho kwelet.
       » Eat voann, pell dioc’h ama,