Pajenn:Milin - Marvaillou Grac h-koz.djvu/120

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
103
MARVAILLOU GRAC'H-KOZ

Rak pegeid e c’heller, o tenna war ’nn neuden,
Dale c’hoaz d’he zerri ? — « Perak ’ta klemm, den koz ?
» Gwelit ar re iaouank, war vale deiz ha noz
» O vont hag o kerzet, o redek da bep bro
» Da glask enor, madou heb aoun rak ar maro.
» Ar re-man zo diskiant, ha n’oc’h out-ho evel ?
» Evel d’ho, ’vel ann holl, allaz ! red eo mervel. »

O klevet va frezeg arabad e ve poan :
Ann den a-zioc’h he vez a varv gant muia doan.
Mervel, mervel zo kriz, pa ne c’hell ann ene,
Eat dre ar muzellou, dont er c’horf adarre.


AL LEON, AR BLEIZ HAG AL LOUARN


Eul leon asik, isil, dre ma voa koz meurbed
A felle d’ezhan kaout louzou oc’h ar gosni.
Pa gomz eur roue-bennag, ne dalv netra d’omp-ni
            Klask digarez e-bed,