vestr, evel ma oa hini Goesbriand, evel ma vezo patrom kement den a garo kemer skouer digand eur maill n’en deuz bet he bar ha ne gavo e nep leac’h.
Hogen, o wiska er c’hiz Breiz-Izel mojennou ar broiou all, ne ket hep-ken lakaat ann dud da c’hoarzin a fell d’ann aotrou Milin, war zigarez farsal ha marvaillad, e tistag kentelliou euz ar re wella. Great en deuz a-vad eunn dibab anezho, evel ma tere d’eur c’hristen mad a zen, d’eunn den fur, d’eur breizad gwirion.
Nep piou-bennag ho lenno a dommo he galon evid ann Aotrou Doue, evid ar wirionez, evid he vro, evit kement tra a zo mad, ha c’houek, ha deread, hag a rank da veza meulet.
Na joa ho divize bet out-ho mistri-skol ann amzer gwechall, na talvoudegez ho divize kavet enn-ho Sent koz a Vreiz a gelenne ker kaer bugale ar vro-ma !
N’eo ket ’ta, Aotrou sant Hervé ? Me gav d’in ho pize c’hoarzet enn eur welout moulet e penn unan euz ar mojennou-ma ho lavar fur :
Gwell eo deski mabik bihan
Eget dastum madou d’ezhan ;
Na souezet e vizec’h bet gant danevel ann daou vourc’hiz,
Unan a voa desket ha paour,
Ann eil azen ha d’ezhan aour.
Ha c’houi, Aotrou sant Kado benniget ? Pe stad ho