Pajenn:Milin - Furnez ar geiz.djvu/8

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

VI A-RAOK LENN

ha divalo da Jakez. Bezet ar pez a garo, nemet ne vezo tamall Doue !

Furnez ar Geiz zo hano al leor-man ; great eo bet evit tud Breiz hep-ken, evit ar re-ze a vez klevet re aliez ober goab anezho, o veza ma’z int gwisket ha maget fall, m’ho deuz poan ha dienez hed ho buez, ma talc’hont mad d’ho gisiou koz, da feiz ho zadou, o veza ivez na gomzont nemet ar brezounek.

Daoust hag ann traou-ze a virfe out-ho na vent koulz tud ha re ar broiou all ? Daoust ha penn-abek a ve eno da lavaret n’ho deuz skiant, na gwisiegez, ha ne c’hellfent, koulz ha den, sevel ho spered hag ho c’haloun diwar denvalijenn ann douar war-zu sklerijenn ar wirionez ?

Furnez ar re baour, ar re zister, ar re-ze a vez aliez-aliez lakeat tud netra gant ar bed, a diz huelloc’h eget na ra skiant ar re wisieka zo ; ha ma ve sellet piz, e c’hellfet lavaret heb aoun da fazia ez eo ar furnez-ze a zo e peb bro ar wir furnez, ann hini e deuz great, a ra c’hoaz brema hag a raio tro ann heol, endra baro euz ann envou. Ous-penn-zo, ha pa na ve nemet distrei da dud Breiz a ve great skiant ar re baour-ze, — ho skiant ho-