Pajenn:Milin - Furnez ar geiz.djvu/73

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


Goude deiz kaer, vez kaer ann noz,
D’ar vuez vad ar Baradoz.

Gouzanv hep klemm ’r pez a c’hoarvez,
Zo louzou mad oc’h pep enkrez.

Gra ar pez a dleez d’ober,
Ha lez da gas gant ann amzer.

Gra hirio ar vad a c’helli,
Warc’hoaz marteze e varvi.

Gragez a gar ann dillad kaer,
A zigor frank ho dor d’al laer.

Gouzanv ann dud, hag ann amzer
A zo daou dra red da ober.

Gouzout ar mad, heb he ober,
Zo gwall damall dirak barner.

Gouzout ar mad hag ober fall,
Dirak barner zo daou damall.

Grac’h a c’hoari a laka ’nn ankou
Da c’hoarzin gwenn, leiz he c’henou.