Pajenn:Milin - Furnez ar geiz.djvu/7

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ




A-RAOK LENN


Ne d-eo ket dioc’h he hano, dioc’h ann traou a zo enn eul leor eo gwelet pe ez eo mad, pe ne d-eo ket. He-man, al leor-man, a zo bihan hag ann darn-vuia euz ar gwirionesiou pe aliou a zo dastumet enn-han, aliez diwar c’hoari koulz lavaret, a zo bet kavet darn ama, darn a-hont, kutuillet hini hag hini, gweach brema, gweach e-verr, diwar levriou koz euz a bep bro. Kinkaillet fall pe vad int bet goude-ze, kempennet hervez giz ha feiz hor bro, ha gwisket e brezounek, gwella ma ’z eo bet gallet.

Evit ann tamm labour a zo bet, eur burzud e ve, ma na ve kavet enn-han ger na tra da damall, pa’z eo bet, a-viskoaz da vre-ma, mad ha kaer da Baol ar pez a zo fall