Pajenn:Milin - Furnez ar geiz.djvu/127

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ




LOSTENNACHOU


―――o―――



Amzer ha diveradennou
A lakfe ’r mor e krogennou.

Ann hent koz a gas difazi
Ann nep a ia dre-z-han d’he di.

Ann den a guz he zrougiez
A ziskouez eo mad ar furnez.

Ann den a ra ar pez a c’hell,
Ha Doue bemdez ar pez a fell.

Ann dent drouc’h ann teod a-wechou,
Hag hi amezeien er genou.