Pajenn:Milin - Furnez ar geiz.djvu/118

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

112 FURNEIZ AR GEIZ


Rei kement zo liep goulenn tra,
Eur galoun vad bemdez ne ra.

Rei eunn dra vad evel m’eo red,
A vez great eur wech pep kantved.

Rei eur ger mad da eunn den fall,
A zo sila mel war gik sall.

      Re skrabat a boaz,
      Re brezeg a noaz.

Reuzeudik eo nep ne d-eo bet,
Poan er bed-ma d’ann den zo red.

Roit aluzenn da eunn den paour,
Pa ve ho prasa enebour.

      Roit d’ar fur bazadou,
      Ha grit he lavarou.

Roit d’ar paour eunn dournad bara,
Eunn dournad karantez d’ho nesa.