Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
108 FURNEZ AR GEIZ
Pa vez dare, dioc’h ar wezenn
E tistag, e kouez ar berenn.
Pa vez prennet ann nor,
Paol ne gav ket digor.
Pa vezer klanv, kaer ar iec’hed ;
Eur mad kollet anavezet.
Pa vezer savet huella,
E vez atao al lamm brasa.
Pebrenn figuz choumet disher
A zo e kaon, krinet he ler.
Pec’hed marvel eo ober goab
Euz ar paour en deuz kalounad.
Penaoz eul lezenn a ve mad,
gant tud direiz pa vezo great.
Peoc’h ha nebeud a dra ;
Eur banne dour, eunn tamm bara.
Peoc’h hep madou,
Dalv kalz a draou.