Pajenn:Milin - Eunn teskad gwirionesiou,1867.djvu/14

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 15 —



Hon tad zo war ar mor, ema e beg ar Raz ;
Breur, ken a zistroio, pedomp !
He vag a zo bihan, hag ar mor a zo braz ;
Aotrou, bezet truez ouz-omp !

Maro hor mamm, da gloc’h ann noz
Ez eaz a Vreiz d’ar Baradoz…
Hag abaoe nemet hon tad,
Den ne zec’haz hon daoulagad.

— « Breur, sell ! breur, setu he c’hwell !
» M’he gwel o tont, dreist ar garrek… »
— « Dreist ar garrek gant ann avel,
» C’hoar, eur goabrenn zo o redek. »

« Koabrenn, koabrenn, pe-leac’h ema
» ’R pesketer, tad Job ha Tina ? »
 
Hon tad zo war ar mor, ema e beg ar Raz ;
Breur, ken a zistroio, pedomp !
He vag a zo bihan, hag ar mor a zo braz ;
Aotrou, bezet truez ouz-omp !

Ni hor beuz evit holl vadou
Bagik hon tad, he rouejou,
Hag eunn ti-zoul war ann teven…
Digor ann nor, ann oaled ien !

— « Breur, sell c’hoaz, rak m’em beuz gwelet
Eunn dra-bennag deut war ann treaz… »
— « Ne d-eo netra ; eur roenv torret,
» roenv ’r pesketer, va c’hoarik keaz ! »