Pajenn:Milin - Eunn teskad gwirionesiou,1867.djvu/13

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


BUGALE AR PESKETER


————


Hon tad zo war ar mor, ema e beg ar Raz ;
Breur, ken a zistroio, pedomp !
He vag a zo bihan, hag ar mor a zo braz ;
Aotrou, bezet truez ouz-omp !

Mirit, Aotrou, bag ’r pesketer
Dioc’h kerrek ha dioc’h gwall amzer,
Mirit ho zad da zaou vugel
Rankfe hep-d-han siouaz ! mervel.

— « Sell, breurik, eunn dra-bennag wenn,
» E rez ar mor, pell a welann … »
— « E rez ar mor, c’hoar, o tremen,
» Eul labouz eo hanvet gwelan. »

« Gwelan, gwelan, pe-leac’h ema
» ’R pesketer, tad Job ha Tina ? »