Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/99

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
67
quenta loden.

guelet oc’h ober : rac-se e boaniou en ifern pe e c’hloar er barados a vezo musulet var an drouc pe ar mâd en devezo græt var an douar. D’an eil, an dud-vâd a zo, casimant ato er bed-ma, dispriset, goapeet ha persecutet e pep fæçon ; ar re tall, er c’hontrol, a vez peurvuia enoret, istimet ha meulet ; gantho e vez alies an danvez, ar c’hargou hac ar plaçou a enor : just eo eta lacat pep tra en e renq, renta d’an dud just an enor a vilitont, ha d’ar re fall, ar vez hac ar gonfusion a zo dleet dezo. Er bed-ma, ne ouzor quet o anaout, er bed-all e vezint anavezet, ha pep-unan a recevo hervez e œuvrou mâd pe fall. D’an drede, eguis ar c’horf en deus perz en drouc pe er mâd a ra an den var an douar, eo just ive dezan caout lod eus a recompanç an ene er barados, pe eus he foaniou en ifern, ar pez na ell erruout nemet goude ar resurrection hac ar varn general. D’ar bevare, evit ma c’hallo Doue disquez d’an oll assamblez peguer just eo bet e brovidanç divin er poaniou hac en afflictionou a erru gueneomp er vuez-ma, o recompanci ar re o devezo o anduret gant conformite d’e volontez santel, hac o punissa ar re o devezo murmulet a enep e brovidanç. Quemen-se oll a rent ar varn general ne-cesser.

V. Maes p’eur e c’herruo ? An ebeslel er goulennas ive guechal digant hor Zalver, ha cetu ama ar respont a reas dezo : an deiz hac an heur-se n’ez-int anavezet gant den, pas memes gant an ælez en êe ; Doue hepquen en deus an anoudeguez a guemen-ma [1]. Fin ar bed, emezan, a erruo evel ul luc’heden pehini a apparis er zao-heol, hac a veler quer buan er c’huz-heol [2]. Erruout a rai, evel

  1. [Matth. XXIV, 36 : de die autem illa et hora nemo scit, neque angeli cælorum, nisi solus Pater.]
  2. [Matth. XXIV, 27.]