Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/98

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
66
doctrin ar guir gristen.


ec’hejou ar re vrassa evit nebeud a dra : an den, ama var an douar epad e yec’het, a long ar pec’het evel an dour ; mæs beza ez-eus, eme sant Ian-Cbrisostom [1], pouez ha pouez, muzul ha muzul : pouejou ha balançou ar bed a zo tromplus, mæs pouejou ha balançou Doue a zo just. Deiz ar varn, ar pec’her o velet an niver hac ar grevusded eus e bec’hejou e-unan, hac eus ar pec’hejou a bere e vezo bet caus, a greno hac a zizespero gant ar spount hac an horrol ; rac, allas ! piou a ell compren peguen terrubl eo jujamanchou Doue ! Ar zonch a guemen-ma a rê d’an den zantel Job lavaret penos en devoa aoun rac e oll œuvrou : verebar omnia opera mea [2] : castia a ran va c’horf, eme an abostol, hac ober a ran dezan senti, gant aoun da veza collet va-unan goude beza preseguet d’ar re-all [3]. Sant Jerôm en desert a zeblante dezan continuelamant clevet trompil ar varn o trouzal en e ziscouarn, ha gant ar spount en devoa, ne heane bemdez da huanadi ha da scuilla daëlou. Goal-eur, eme sant Augustin, d’ar vuez guella reglet, mar selaouit ar vouez eus ho justiç, ô va Doue! [4] Gant ar spount rac jujamanchou Doue, e teue an anachoretet santel, en desert, pell diouz ar bed, da dremen an deiz o castia o c’horf, hac an nos, o velc’hi gant o daëlou ar vein a zerviche dezo da beurele. Oh peguen horrubl eo eta cuëza etre daouarn un Doue beo ha leun a justiç !

IV. Pep-unan o veza barnet, er moment-ma sorti eus ar vuez-ma : perac ur varn general da fin ar bed ? Da guenta, abalamour an den epad e vuez a ro exemplou mâd pe fall d’an nessa pehini a ra alies an drouc pe ar mâd en deus er

  1. [… (oc’h addisplegañ Prov. XX, 10 : Pondus et pondus, mensura et mensura : utrumque abominabile est apud Deum).]
  2. [Job IX, 28.]
  3. [I. Cor. IX, 27.]
  4. [Aug., Confess. IX, c. 13, n. 34 : væ etiam laudabili vitæ hominum, si, remota misericordia, discutias eam.]