Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/97

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
65
quenta loden.

var er plaç memes ma eo bet crucifiet. Meur-a-ini ive a guemer traouïen Josaphat evit ar plaç ê pehini e vezimp barnet-oll hervez ar c’homzou-ma eus ar profet Joel : assambii a rin an oll nationou, hac o c’hundui a rin da draouien Josaphat, e pe leac’h e c’hantrein gantho ê barnidiguez [1]. Credi a rêr c’hoas penos hor Zalver a zavo e drôn var a c’hounabr pe ar firmamant evit barn ac’hanomp-oll : simul rapiemur cum illis in nubibus obviàm Christo in aera [2].

III. Mæs pe lec’h bennac e vezimp barnet, ar pez a zo certen eo penos ar varn-se a vezo meurbed rigolius. Hor Zalver, eme ar Scritur, a zigoro levr ar c’houstiançou, e pebini pep-unan a lenno e vuez hed-ha-hed, ar pez a vezo bet a vezussa hac a vuia cuzet e buez ar pec’her a vezo disoloet ha publiet dirac ar bed-oll, Me a zisquezo, eme Zoue, ho tizurzou mezus hac a roï da anaout ar c’hrimou hoc’h eus cometet ê cuz hac ê tevaligen an nos. Deut e voac’h a ben da ziscar an den just dre ho faussoni hac ho calomniou ; da zestum madou-bras dre ho c’hinjustiçou hac ho fallagriez ; da erruout er c’hargou hac er plaçou a enor dre bep seurt finessaou vil ha disprisabl, ha lavaret a reac’h en ho calon : piou a velo nac a glevo ac’hanomp-nî [3] : o tud disquiantet, eme ar Speret Santel, penos an ini en deus græt ar scouarn ne glevo quet, hac an ini en deus furmet al lagad ne velo netra ? [4] En em drompla a rit, an traou-se oll a vezo disoloet : renta a reot compt d’an ini en deus guelet ha contet ho camejou ; d’an ini a vel ar secrejou muia cuzet eus ar galon ; d’an ini, dirac daoulagad pehini pep-tra so noas ha disolo. Er vuez-ma, e conter, siouas ! ar

  1. [Joel III, 2.]
  2. [I. Thess. IV, 17.]
  3. […]
  4. [Jer. V, 21.]