Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/96

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
64
doctrin ar guir gristen.

couls ar re a vezo neuse beo pere a varvo, hac a ressuscito rac-tal, evel ar re a vezo maro pell amzer diaguend : oll generalamant e c’haparissint dirac ar barner souveren ; ar vouez galloudus pehini he devoa græt quement-so eus a netra, o galvo, hac a ordreno dezo sevel eus a voeled ar bez ha dont d’ar varn. Querquent ar beziou a zigoro, ar mor a rento an dud veuzet, an ifern a zislonco an dud collet hac an drouc-sperejou, an êe a lezo e habitantet eürus da zisquen. Ar feiz a zesq deomp penos e vezimp barnet diou vech : ar vech quenta, pa zortiimp eus ar bed-ma, hon-unan dirac tribunal hor barner ; hac an eil guech, pa æchuo ar bed-ma, ê præsanç an oll. Æz eo proui penos e vezo ur varn general : an Aviel a zisquez deomp Mab an den, o tisquen var ur goabren gaër, gant ur galloud hac ur vajeste-vras evit barn ar re veo hac ar re varo… En deiz-ma pignas hor Zalver en êe, daou æl a lavaras eus e berz d’e ebestel ha d’e zisquibien, penos er gueljent da fin ar bed o tisquen evit barn ar re veo hac ar re varo, gant ar memes galloud ma er guelent o pignat en êe. An abostol a lavar ive deomp en ur fæçon sclær meurbed penos e renquimp-oll comparissa dirac tribunal hor Zalver Jesus-Christ.

II. Certen eo eta penos e vezo ur varn general… Ar Scritur ne verq quet e pe lec’h e vezo græt : cals a gred e vezimp barnet var menez Olivet, abalamour ma’z-eo ac’hano eo pignet hor Zalver en êe, ha ma lavaras d’e zisquibien penos er gueljent o tisquen , er memes fæçon ma o devoa er guelet o pignat en êe. Lod-all a lavar penos Jesus-Christ a varno ar bed var menez Cal-