Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/95

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
63
quenta loden.

çou hac e varo ! Pebes goal-eur evidomp, mar collomp ar recompanç caër-ma ! 4° pignet eo en êe evit peur-achui da zistaga hor c’halon hac hor speret eus an traou crouet, goude beza roet deomp ar memes quentel pa oa var an douar, rac ganet eo bet e-unan en ur stad ar paoura, ha tremenet en deus e vuez en dienez a bep tra. Distag antieramant eus an douar, savomp alies hor c’halon varzu an êe pehini eo hor bro : ama, n’ez-omp nemet estranjourien ha tremenidi : ne zongeomp nemet en êe, ha ne barlantomp , evel an abostol, nemet eus ar vro eürus-se : nostra autem conversatio in cœlis est [1]. Jesus-Christ, eme sant Leon, a zo pignet en êe evit ma vezo ar plaç caër-ma an objet eus a zezirou hac eus a huanadou hor c’halon : Christus ascendit in cœlum ; ascendat et cum illo cor nostrum ! [2] O Doue, eme sant Ignaç a Loyola, ên a zo dister an douar, pa gonsideran an êe ! Quàm mihi sordescit terra, dum cœlum aspicio ! [3] Piou, eme ar profet, a roï d’în-me diou-esquel evel d’ar goulm, evit gallout nigeal ha mont da reposi en êe ! [4] Quemeromp courach, c’hoas un nebeudic a boan, hac e commanço evidomp an amzer a vonor hac a joa ! c’hoas ur gamedic-bennac, hac e c’herruomp en douar prometet, en hor bro, er Jerusalem cœlestiel ! c’hoas un effortic bennac hac e c’hounezomp ar victor, ha Jesus e-unan a vezo hon recompanç !

Seizvet articl.
Ac’hano e teuï da varn ar re veo hac ar re varo.

I. Ac’hano e teuï… da lavaret eo, disquen a rai eus an êe evit barn ar re-vâd hac, ar re-fall,

  1. [Phil. III, 20.]
  2. [Aug. (neket s. Leon), Serm. de temp., CCLXIII, in Asc. Dom. III, 2.]
  3. […]
  4. [Ps. LIV, 7.]