Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/93

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
61
quenta loden.

pehini a zo pignet en êe en ho præsanç, a zisquenno da fin ar bed gant ar memes gloar ma hoc’h eus e velet o pignat [1].

II. Azezet en tu-deo da Zoue… Ar c’homzou-ma ne zinifiont quet penos an Autrou Doue en deus un tu-deo hac un tu-cleiz, pa’z-eo guir penos n’en deus na liou na corf, o veza ma’z-eo ur speret pur ha souveren ; mæs sinifiont [sic] a reont penos Jesus-Christ, evel Doue, en deus quement a c’hloar hac a c’halloud evel e Dad, o veza ar memes gantan e pep tra ; ha penos, evel den, en deus muioc’h a c’hloar hac a c’halloud eguet quement ini a zo crouet ; muioc’h eguet an oll zænt, an oll ælez hac an oll buissançou eus ar bed-ma hac eus ar bed-oll ; ar pez a zo sinifiet dre an tû-deo pehini a zo an tû quenta hac an tû a enor. Lavaret areomp ez-eo azezet, evit disquez ez-eo antreet en êe evel er plaç eus e repos eternel, goude ar poaniou en deus anduret var an douar, hac evit rei da entent peguer ferm eo e drôn ebars en êe, ha peguer padus eo e rên , pehini n’en devezo fin-ebet… Ar profet Elias en ur bignat an êe var ur c’har a dân, a lezas e vantel gant ar profet Elisee, e zisquib [2]; evel-se, hor mæstr divin, en ur bignat ive en êe, en deus lezet gueneomp e vuez santel, evel ur vantel a behini e tleomp en em visca, mar fell deomp erruout el leac’h ma’z-eo erruet. Evit beza anavezet gantan evit e zisquibien , e rencomp cundui ur vuez conform d’e ini ; hoguen, hor Zalver, en deus souffret ha douguet e groas : ret eo deomp ive eta, souffr ha bale var e lerc’h dre hent ar groas, mar fell deomp erruout en e rouantelez.

III. Hor Zalver a zo pignet en êe , 1° evit beza

  1. [Act. I, 11.]
  2. [Gw. II. Reg. II, 11-13.]