Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/92

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
60
doctrin ar guir gristen.

rac ene hor Zalver o veza un ene eürus, hac e gorf o veza ur c’horf ressuscitet, netra ne alle en ampech da zevel en êe e pe leac’h ema evel Doue ha den assamblez. Chom a reas var an douar daou-uguent devez goude e resurrection, evit rei sclær da anaout e oa ressuscitet, evit instrui e ebestel ha desqui dezo ar fæçon da instrui an oll dud. An daou-uguenvet devez o veza erruet, hac an oll ebestel o veza assamblez er guær a Jerusalem, hor Zalver a apparissas dezo evit ar vech diveza hac a lavaras : roët eo d’în an oll-galloud en êe ha var an douar : iit, instruit an oll nationou eus ar bed : badezit anezo en hano an Tad, hac ar Mab, hac ar Speret Santel ; desquit dezo miret quement am eus gourc’hemennet deoc’h ; ne gollit quet courach, chom a rin gueneoc’h betec fin ar bed [1]. En effet, hor Zalver a chom gant e Ilis, dre e bræsanç er sacramant sacr eus an auter, ha dre an asistanç eus e c’hraç. Neuse e prometas d’e ebestel e tigaçje dezo ar Speret Santel, hac e c’hordrenas dezo, evit-se, chom er guær a Jerusalem, er silanç hac en oræson, betec ar moment eürus m’o devize recevet donæsonou e Speret divin. Goude an instructionou-ma, o c’haças gantan var menez Olivet, hac eno, goude beza roet dezo-oll e venediction, e pignas en êe dre e vertus hac e ners e-unan, en o fræsanç evel ma a save nebeud-ha-nebeud, an dud-ma ne heanent d’er c’hontempli gant cals a admiration hac a denerediguez, mæs ur goabren-gaër er c’huzas hep dale a zirac o zaoulagad. Neuse-souden e veljont daou æl guisquet ê guen pere a lavaras dezo : habitantet a C’halilee, petra a rit-hu aze, ho taoulagad evel-se savet varzu an êe ! Ar Jesus-man

  1. [Matth. XXVIII, 17-20.]