Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/91

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
59
quenta loden.

an ebestel nac ar re-all en em dromplet epad daou-uguent devez, o credi guëlet ha clevet an ini na velent ha na glevent en effet. Prezeguet o deus bet ar virionez-ma dre ar bed oll ; oc’h he anonç, o deus græt un niver incomprenabl a viraclou ; souffret o deus a bep seurt persecutionou ha scuillet o deus memes o goad, evit renta testeni d’ar virionez a breseguent pehini he deus cenchet ha convertisset ar bed. Hor Zalver o veza ressuscitet, nî a ressuscito ive, eme an abostol, ar c’henta ressuscitet eo eus a douez ar re varo : primitiæ dormientium [1]… An oll, hep excepti nicun, a ressuscito da fin ar bed : omnes quidem resurgemus [2]; mæs ne vezimp quet oll cenchet : corfou ar bec’herien a vezo vil evel ar fanq, ha corfou an dud just, henvel ous gorf hor Zalver, a vezo caër ha squedus, evel an heol. Marvomp eta d’ar pec’het evit caout pers ê resurrection glorius hor Zalver.

C’huec’hvet articl.
A zo pignet en êe, azezet en tu-deo da Zoue an Tad oll-galloudec.

I. A zo pignet… Dre ar c’homzou quenta eus an articl-ma, e reomp profession da gredi fermamant penos Jesus-Christ, goude beza accomplisset ar myster-bras eus a redemption ar bed, a zo pignet evel den, corf hac ene, en êe e peleac’h e oa ato chomet evel Doue : credi a reomp ez-eo pignet en êe dre e vertus hac e ners e-unan, ha nonpas dre zicour estranjour-ebet, evel ar profet Elias pehini a oue transportet en êe var ur char-a-dân. Jesus-Christ a bignas en êe evel den ;

  1. [I. Cor. XV, 20.]
  2. [I. Cor. XV, 51.]