Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/87

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
55
quenta loden.

super et nubes pluant Justum ![1] Hor Zalver a chomas el limbou adalec ar guener da nos betec ar zul vintin, evit consoli an dud just, o renta eürus dre e bræsanç divin, ha rei dezo da anaout penos, hep dale, o devize an heur da bignat assamblez ganthan en êe.

II. E zivinite o veza ato unisset gant e gorf ha gant e ene, hor Zalver en devoa ato ar voyen d’en em ressuscita pa garje : en ober a reas, d’ar zul vintin, goude beza bet tri devez ha teir nosvez dindan an douar, evel m’en devoa lavaret e-unan d’ar Yuzevien : goulen a rit, emezan, diganêen miraclou, ha ne velot mui miracl-ebet nemet miracl Jonas: evel ma eo bet Jonas tri devez ha teir nosvez e corf ur pesq, evel-se ive, Mab an den a vezo tri devez ha teir nosvez en intraillou an douar [2]… Bet eo, en effet, er stad-se tri devez ha teir nosvez. Ar Yuzevien a gonte an nos hac an deiz, eus an eil anter-nos d’eguile, hac ul loden eus an deiz pe eus an nos a vije contet evit un devez pe un nosvez. Evel-se hor Zalver a chomas er bez ul loden-vian eus a zeiz ar guener, da lavaret eo, adalec pemp heur ; oll devez ar sa~ dom, hac ul lodennic eus a zeiz ar zul; bet eo eta er bez, tri devez ; bet eo ive teir nosvez, da lavaret eo, al loden diveza eus a nosvez ar guener pehini a bade betec anter-nos, oll nosvez ar sadorn, hac al loden guenta eus a nosvez ar zul. Mæs d’ar zul vintin, e ene o veza deut eus al limbou d’ar bez, hac e zivinite o veza ato unisset gant e gorf ha gant e ene, en em ressuscitas dre e ners hac e c’halloud e-unan ; ar pez a zisquez deomp ez-eo e guirionez Doue, rac biscoas den n’en deus en em ressuscitet e-unan, eme sant Au-

  1. [Is. XLV, 8 (deuet da vezañ un himn a Ilis).]
  2. [Cf. Matth. XII, 39-40 ; Luc. XI, 29-30.]