Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/79

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
47
quenta loden.

vezo hanvet Mab an Oll-Galloudec [1]. Ar Verc’hes sacr o veza roet he c’honsantamant, corf divin hor Zalver a voue en instant-se memes furmet. Mæs Jesus-Christ, oc’h en em ober den, a zo chomet bepret Doue, hac hep cenchamant ebet. Evel ne cench quet an den evit cench a zillad, evel-se ive, Mab Doue, an eil ferson eus ar Drindet, hor Zalver Jesus-Christ, a zo chomet bepret Doue, hep cenchamant ebet, petra-bennac ma en deus en em visquet eus an natur humen. E zivinite o veza en em unisset dioc’h-tu gant ar c’horf ha gant an ene en devoa quemeret ê corf sacr ar Verc’hes Vari, hor Zalver en em gavas ive dioc’h-tu den parfet, o caout ar memes ræson, ar memes furnez, ar memes perfectionou, evel en deiz diveza eus e vuez : evel-se e renquer anaout ê Jesus-Christ diou ententamant ha diou volontez, couls ha diou natur : un ententamant hac ur volontez divin, dre bere e c’hanave pep tra : evel-se oc’h en em antreteni gant ar Zamaritanez e tisclerias dezi ar pez a dremene en he c’halon ha quement a oa erruet ganthi : un ententamant hac ur volontez humen pere a oa ive sempl, evel hon rê-nî : va Zad, emezan er Jardin Olivet, pellait diouzin ar c’halir-ma ; cousgoude, ho polontez bezet græt ha non pas va ini [2]. Rac-se, an ententamant hac ar volontez humen a oa, ê pep tra, soumetet d’an ententamant ha d’ar volontez divin.

II. Ar c’horf divin-ma evel-se furmet, a zo bet ganet gant ar Verc’hes Vari, da nos Nedelec, var-dro anter-nos. Abalamour d’an donediguez-ma, e rêr, bep bloas, un ofiç solanel ê creiz an nos : pep-unan eus ar veleyen a lavar teir oferen ;

  1. [Luc. I, 28 sqq.]
  2. [Matth. XXVI, 39 ; Luc. XXII, 42 ; Marc. XIV, 56.]