Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/76

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
44
doctrin ar guir gristen.

couls ha quer galloudec ! Va bugaligou, eme sant Ian, me a scriv deoc’h evit na bec’hot quet, mæs cousgoude, mar hoc’h eus pec’het, na zizesperit quet, rac beza hon deus e guichen an Tad eternel un alvocad, hor Zalver Jesus-Christ [1].

Ar Zalver adorabl-ma a lavar ive deomp e-unan penos ez-eo an hent, ar virionez hac ar vuez : ego sum via, veritas et vita [2] ; an hent, abalamour ne za den da gaout e Dad nemet dreizan, ha na ell mont den d’an êe nemet dre an hent en deus desquet deomp ; ar virionez : rac m’az-eo guir quement a zesq deomp, hac o veza na ell, nac en em drompla e-unan, nac hon trompla ; caromp eta ar virionez hac e clevimp e vouez ; baleomp var e lerc’h hac e valeimp en hent ar silvidiguez, pel dious a devaligen ar pec’het ; ar vuez : abalamour ma’z-eo ar zourcen eus ar c’hraç, anez pehini an den a zo hep buez dirac Doue, hac ive abalamour ma’z-eo an errès eus ar vuez eternel. Necesser eo deomp eta anaout ar zourcen-ma evit caout ar vuez-enny : hæc est vita æterna, ut cognoscant te solum Deum verum, et quem misisti Jesum-Christum [3]. An ini n’en deus quet an anoudeguez-ma, na ell quet caout ar vuez ennan, mæs a chom en ur stad a varo : non potest vitam habere in semetipso, manet autem in morte [4]. O va Zalver Jesus, ha possubl eo e veac’h dizanavezet gant unan-bennac eus ar gristenien goude quement hoc’h eus græt evidomp, ha petra-bennac ma ema ho lezen zantel entre hon daouarn ! O Doue, ur c’hrouadur en deus hast da anaout e dad ; ur zervicher, e væstr ; ur paour, e vadoberour ; ha possubl eo ne guemerremp poan-ebet evit hoc’h anaout, evel ma’z-eo dleet, c’hui pe-

  1. [I. Joan. II, 1 : Filioli mei, hæc scribo vobis, ut non peccetis. Sed et si quis peccaverit, advocatum habemus apud Patrem, Jesum Christum justum.]
  2. [Joan. XIV, 6.]
  3. [Joan. XVII, 3.]
  4. [Cf. I. Joan. III, 14-15.]