Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/61

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
29
quenta loden.

Filioque procedit… Ar bedervet symbolen, hervez cals, eo ar symbolen composet gant sant Athanas a-enep an hæretiquet eus e amzer… An teir symbolen diveza-ma n’ez int quet diffarant eus a zymbolen an ebestel, ajouti a reont hepquen ar pez a grede an Ilis necesser evit discar an hæresiou pere a rê quement a ravach en touez ar gristenien.

II. Symbolen an ebestel eo an ini a leveromp bemdez en hor pedennou, hac ê pehini e caver ar mysteriou hac ar guirionezou principala eus ar feiz. Lavaret a reomp en articl quenta : Me a gred en Doue, hon tad ; en eil, me a gred en Jesus-Christ, e vab unic ; en eizvet, me a gred er Speret Santel ; cetu aze myster an Drindet. En drede articl e leveromp a zo bet concevet dre c’hraç ar Speret Santel, ganet gant ar Verc’hes glorius Vari ; hennez eo myster an Incarnation. Myster ar Redemption a gavomp er pevare articl pa leveromp : en deus anduret dindân Ponç-Pilat, a zo bet crucifiet, maro hac enterret… En articlou-all e reomp profession da gredi penos Jesus-Christ goude e varo, a zisquennas d’an ifemou, da lavaret eo, d’al limbou evit dilivra eneou an dud just ; penos e ressuscitas an trede deiz ; e pignas en êe, e pe lech, e ma azezet en tu-deo d’e Dad eternel, hac a beleac’h e tisquenno da fin ar bed evit barn ar re veo hac ar re varo ; ober a reomp profession da gredi penos ne deus nemet ur guir Ilis, catholic, apostolic ha romen, e pehini e cavomp communion ar zænt, da lavaret eo, ê pehini an oll madou spirituel a zo commun etre an oll dud fidel ; remission ar pechejou ; da c’houzout eo penos er guir Ilis e recevomp ar pardon eus hor pec’hejou dre voyen ar sacraman-