Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/507

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
475
pempet loden.

ar blasphemou, ar gassoni, ar brocejou, ar brezellou, ar muntrou, ar c’hlênvejou hac an dizesper, a zo an effejou trist eus ar goler ; dre fæçon ma c’heller lavaret penos an den colerus a so assamblez adversour da Zoue, d’e nessa ha dezan e-unan.

II. Adversour eo da Zoue, rac dre al leou-douejou hac ar blasphemou a ra en e goler, e clasq affer oc’h Doue hac e parlant langach an ifern… En em guemeret a ra rac-eeun oc’h Doue, dre fæçon, ma c’heller guervel ar pec’hejou-ma, pec’hejou a lez-vajeste divin ; cometi insolançou en ilis, laërez ar vessel sacr, squei ha goaldreti ministret hon religion zantel a zo crimou-bras ; mæs en em guemeret oc’h Doue memes, pebes insolanç ! pebes crim ! Perac, da viana, na ziscarguit-hu quet ar vilim eus hoc’h arrach a-enep un dra-bennac eus an traou crouet ? perac e clasquit-hu, evit er blasphemi, hano an ini a zo ar mæstr absolu da bep-trâ ? Contra quem exaltâsti vocem tuam ? contra Sanctum Israel [1]. Pa en em revolt ur c’hrouadur a-enep e dad, ur zervicher a-enep e væstr, ur zujet a-enep e roue, en em revoltont evit guir a-enep tud huelloc h evitho dre o stad hac o c’hondition, mæs c’hui, touerien-Doue, piou oc’h-hu comparachet gant mæstr an êe hac an douar ? emaoc’h etre e zaouarn evel ur pod-pri etre daouarn ar poder : sicut lutum in manu figuli [2] ; perac eta ne grenit-hu quet gant aoun ne lamfe diganeoc’h, er moment ma touit, ar vuez hoc’h eus recevet diganthan. Pa bec’h an den libertin, n’er gra nemet evit satisfia e bassionou brutal ; pa gomet ul laër un torfet bennac, ne sonch nemet en arc’hant ; pa verz un den am-

  1. [IV. Reg. XIX, 22.]
  2. [Jer. XVIII, 6.]