Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/501

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
469
pempet loden.

en tu-all d’o ezom ; ar mezvier ne oar jamæs p’heur en deus aoualc’h : al loened a zistro d’ho c’hraou ; ar mezvier a chom alies a hed an hent da batoni ha d’en em ruillal evel un amprefan : al loened a oar anaout o mæstr hac a rent servich dezan : cognovit bos possessorem suum [1] ; ar mezvier ne oar anaout na respeti den, ne glasg nemet satisfia e bassionou brutal. Piou a ve disquiantet aoualc’h evit fiziout ennan ur secret-bennac ? Ur mezvier, eme sant Ian-Chrisostom, a so ul laguen a fallagriez ha dishenor an dud : opprobrium generis humani [2].

4° Hac estonet ôc’h-hu goude guemen-ma o clêvet lavaret penos ur mezvier a goll e ene ? penos e c’halfe en em acquita eus e zeveriou e quêver Doue, e quêver e nessa hac en e andret e-unan ? Obliget omp oll da renta da Zoue an homach eus hor c’halon ; mæs ar mezvier, eme an abostol, a zo ur payen pehini a ra e Zoue eus e gorf : quorum Deus venter est [3]. E c’hinou a so leun a leou-douet, e zaoulagad a aoultriach hac e galon a zezirou criminal. Ne oar santifia na sul na gouel, o veza ne zonch nemet er voyen da gaout peadra da eva ha da gontanti e c’hourmandis… Doue a lavar deomp en em garet an eil eguile : diligite invicem [4] ; mæs ar mezvier ne gar nemethan e-unan, ema ato præst da gaout disput ha trouç ous an oll evit an disterra guer. An everien-all eus ar vro a c’halv e vignoned, mæs n’ez int en effet mignonet nemet da arc’hant an eil eguile, o veza ne garont oll nemet an evach : ur vech ma’z-int en em garguet a vin, en em zispartiont soude , evel ar c’hilaouennet pere n’en em zispegont nemet goude beza en em garguet a

  1. [Is. I, 3.]
  2. […]
  3. [Phil. III, 19.]
  4. [Joan. XIII, 34.]