Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/500

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
468
doctrin ar guir gristen.

runt [1]. Ar bayanet memes a vouïe anaout ar virionez-ma, hac a lavare eveldomp penos ar gourmandis en deus lazet muioc’h a dud eguet ar c’hleze : plures occidit gula quam gladius [2]. Cur brevior est hominum vita ? numera cocos [3]. En em glêm a rit eus ar yec’het, ha ne velit quet, eme ar Speret Santel, penos an usach divoder a rit eus ar guin eo a so caus deoc’h da veza clân : quæ vita est ei qui minuitur vino ? [4]

2° Caus eo ive deoc’h da goll ho madou: ar mezvier a so henvel oc’h ar buguel prodig : e ber amzer e teu a ben da zispign e oll zanvez ha da guëza en un dienez ar vrassa. An disurz a so en e dy, o veza ma vev pep-ini en e rôl : e afferiou a so en ur stad an trista, o veza ne guemer zourci-ebet anezo : e pried hac e vugale a so, evelthan, goloet a drullou, o veza ma en deus dija teuzet ha lonquet e zanvez : devoravit substantiam suam [5]. Goassoc’h ravach en deus græt egued an tân-goal, rac goude an tân e chom da viana ar vein, al ludu hac ar fond ; mæs varlerc’h ar mezvier ne chom netra nemet goal exempl, naoun ha dizesper.

3° Ar vezventi a ra d’an den coll e enor : crouet gant Doue evit an êe, an den a zalc’h e ben savet varzu e vro : os homini sublime dedit [6]; mæs ar mezvier, evel pa en deffe renoncet d’an hæritach en deus acquisitet dezan hor Zalver, a zalc’h e ben pleguet varzu an douar evel al loened-mud gant pere ar Speret Santel a deu d’er c’homparachi ; homo, cùm in honore esset, comparatus est jumentis insipientibus [7]. En em renca a ra en o zouez, hac e meur a fæçon ez eo en effet disterroc’h evitho. Na zervich quet quinnic d’al loened

  1. [Eccli. XXXVII, 34.]
  2. [Krennlavar disakr.]
  3. [Cf. brevior est hominum vita quam cornicum (krennlavar ar Romaned) ; hag innumerabiles esse morbos non mireris, numera cocos (Ps. Seneca).]
  4. [Eccli. XXXI, 33.]
  5. [Luc. XV, 30.
  6. [Ovid., Metam. I, 85.]
  7. [Ps. XLVIII, 21.]