Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/498

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
466
doctrin ar guir gristen.


Var ar gourmandis ha var ar vezventi. — Remejou.

I. Ar gourmandis a so ur garantez dreist-voder evit an dibri pe an eva… Lavaret a reomp ur garaniez dreist-voder, rac ur garantez pe ur goût reglet-mâd evit an dibri hac an eva a so ur merq eus a vadelez an Autrou Doue pehini a so falvezet dezan e quemerje an den gant plijadur ar pez en deus ezom evit en em sustanti. Ur merq-all eus a brovidanç hac eus a vadelez Doue, eo an abondanç eus an traou necesserra evit buez an den ; evel-se ur c’hreunen a ro, avechou cant hac ouspen… Ar gourmandis a zo ur vezen-fall pehini e deus daou vranq, ar gloutoni hac ar vezventi.

1° Ar gloutoni a zour c’hoant dreist-voder da zibri abalamour d’ar blijadur a gaver. E pemp fæçon e c’heller en em renta coupabl eus ar pec’het-ma, eme sant Gregor [1] : 1° pa en deus an den quement a vall da zibri ma er gra aroc poënt ar pred, pe ma tor lezen ar yun evit caout ar blijadur da zibri. 2° Pa na fell quet deomp en em gontanti eus ar vagadurez commun roet deomp gant Doue, o clasq un-all dilicatoc’h evit contanti plijadur hor c’horf, evel an Israelitet pere n’en em gontantent quet eus ar mann a zigace Doue dezo en desert, ha var bere e tisquennas, abalamour d’o delicateri, ar voalen eus a justiç divin, rac dont a reas en o zouez sarpantet bilimus pere a laqueas un niver-bras anezo da vervel [2]. 3° Pa zebromp re-vâd prejou hac en tû-all d’hor stad ha d’hor c’hondition : bugale Heli,

  1. [Moral. in Job, XXX, xxvii, n. 60 (PL 76, 556d).]
  2. [Gw. Num. XXI, 5-6.]