Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/487

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
455
pempet loden.

bet caus eus an darn-vuia a bec’hejou ho buez ? An dud fall etouez pere ez-oc’h en em gavet hac ar goal exemplou hoc’h eus guelet : commixti sunt inter gentes et didicerunt opera eorum [1]. Blamet e vez gant ræson, an ini pehini, goude beza bet clân, a ra, a volontez franq, ar pez en devoa e laqueet da glênvel : quittat a rer ur vro, gant aoun da vervel, pa zanter ennan un æzen fall, pe autramant pa veler ennan clênvejou stagus ; tec’hit eta hac e viot victorius, fuge et vicisti [2]. Quen impossubl eo deoc’h chom, a volontez-vâd, en occasion a bec’het hep pec’hi, evel ma’z-eo chom en tân goal hep dêvi. Mæs, eme c’hui, bras eo va gounideguez er blaç am eus. Petra servichfe deoc’h gounit ar bed oll, mar collit hoc’h ene ? [3] Diæz bras eo d’în quitaat, a respontit ; caret a ran an dud gant pere e vevan ha caret oun ive gantho ; hac ouspen, petra ne vezo quet lavaret ac’hanon, mar quitaan ? Quitait an ty, an dud-fall-se, guel eo carantez Doue eguet carantez ar bed ; na illit quet servicha daou væstr [4] : servichit eta an Autrou Doue ; saveteit hoc’h ene, cousto pe gousto.

Bezit fidel da Zoue en traou bian : an ini a zispris ar pec’hejou bian a gometo hep dale pec’hejou-bras : qui spernit modica, paulatim decidet [5]. Caout ur sonch fall-bennac, hep en em blijout cals ennan : len certen levriou pere ne dint quet absoluamant fall : en em gaout alies gant certen personachou hac en em bermeti certen liberteou pere n’ez int quet drouc-bras, enno o-unan, quemen-se ne de quet c’hoas martese pec’hi marvelamant, mæs quemen-se, eme sant Chrisostom, a so mercou eus a ur burete anter--

  1. [Ps. CV, 35.]
  2. [Lavar boas (disakr).]
  3. [Marc. VIII, 36.]
  4. [Matth. VI, 24 ; Luc. XVI, 13.]
  5. [Eccli. XIX, 1.]