Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/47

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
15
quenta loden.

dan domination Pharaon : ne adorot ha n’ho pezo Doue-all ebet nemedon-me [1]. » Doue, evit, renta ar virionez-ma sclerroc’h, en devoa ordrenet en testamant ancien penos ne vize nemet un templ e pe lec’h e vize adoret, ha nemet un auter var behini e vize offret dezan sacrifiçou.

II. Ar ræson, fontet var ar feiz, a lavar deomp penos an Autrou Doue o veza crouet pep tra a dle ive beza mæstr absolu var quement-so ; mæs o suposi cals a zoueou, an eil a ell controlia eguile, hac en em oppos memes an eil da volontez eguile, ar pez a zo parfætamant ridicul ha diræson... Evel-se an dud a gonservas, epad pell-amzer, an anoudeguez eus a un Doue unic. Mæs ar bed o veza deut da fallaat ha d’en em ruillal er fang eus a bep seurt dizurzou, tevaligen ar pec’het en em squignas quasi dre’r bed oll, pehini a zeuas da veza, eme Vossuet, henvel ous a un templ-bras e pehini pep tra oll a oa Doue, nemet Doue e-unan. An dud a adore an heaul, ar stered, ha memes an imachou coat pere a oa al labour eus o daouarn. An Ægyptianet, ar Grequet, ar Romanet pere a oa gant ræson quer brudet dre o guizyeguez, o zalenchou-caër hac ho galloud, ne voant quet er poent-ma furroc’h eguet ar re-all : beza o devoa ive un niver-bras a zoueou quen ridicul pe ridiculloc’h an eil eguet eguile : an Ægyptianet a adore betec al lugumach a zivoane en o jardinou ! Dallentez an idolatret-ma a eston ac’hanomp, couscoude hon deus bet, holl-unan, en em gomportet evelto. Ar feiz hac ar religion o veza renquet quemeret an tec’h eus a Franç, epad ar revolution-vras, an idolatriach en em squignas ive en hon touez. Cals eus ar

  1. [Gw. Ex. XX, 2 sqq.]