Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/469

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
437
pempet loden.

hac a boëzo var e oll bugale betec fin ar bed : evel-se ur prinç a gondaon d’an exil ne d’ar maro un tad hac e vugale, abalamour da zizoboissanç unan anezo : justiç an douar ne all quet mont en tû-all, justiç Doue n’he deus fin-ebet. Bugale da un tad coupabl, en em gontantomp da lavaret gant ar profet : Just oc’h, ô va Doue, hac ho barnidiguez a zo leun a justiç ! [1]

Mæs goude beza consideret ar rigol eus a justiç Doue, consideromp ive ar burzud eus e vadelez. Hor c’haret en deus c’hoas, goude pec’het hon tad quenta, betec rei deomp e Vab unic, an objet eus e oll gomplezançou. Ar Mab divin-ma en deus torret an arret douguet en hon enep, hon reconciliet gant e Dad hac acquisitet deomp a nevez guir ê rouantelez an êe. Dre ar vadiziant, e teuomp da veza bugale adoptif da Zoue an Tad, breudeur da Jesus-Christ, memprou eus e gorf, hæritourien evelthan da rouantelez an êe ha templou beo d’ar Speret Santel, dre fæçon, mar dê bet bras ar pec’het, graç Doue a so bet c’hoas brassoc’h, eme an abostol : ubi abundavit delictum, superabundavit et gratia [2]. Guelit, eme an abostol sant Ian, pebes carantez en deus bet evidomp Doue an Tad : falvezet eo dezan e vezimp galvet, hac e vezimp en effet e vugale ! [3]. ne voamp nemet crouadurien da Zoue aroc ar pec’het Adam ; mæs graç hon Redemptor divin en deus savet ac’hanomp d’ar renq eus e vugale, ar pez a ra d’hor mam santel an Ilis guervel pec’het Adam ur pec’het eürus : o felix culpa, quæ talem et tantum meruit habere Redemptorem ! [4]

Ar vadiziant oc’h effaci ar pec’het originel hac ar boan eternel dleet dezan, ne effaç quet e effe-

  1. [Tob III, 2 : Justus es, Domine, et omnia judicia tua justa sunt ; Ps. CXVIII, 135 : Justus es, Domine, et rectum judicium tuum ; Dan. III, 27 : quia justus es in omnibus (…) et omnia judicia tua vera.]
  2. [Rom. V, 20.]
  3. [I. Joan. III, 1 : videte qualem caritatem dedit nobis Pater, ut filii Dei nominemur et simus.]
  4. [Eus an himn Exultet a ganer epad an noz-beilh Pask (a-wechoù lakaet war gont Sant Ambroas).]