Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/45

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
13
quenta loden.

oll prouet dre viraclou ha prophetiou ar re gaëra penos e oant inspiret gant Doue ha digacet eus e berz. Oll vibien ena an Ægyptianet scoët a varo en un nosvez [1], ar mor ruz digor evit rei hent d’an Israelitet, ha serret evit beuzi an Ægyptianet [2] ; ar bobl a Israel maguet en desert epad daou-uguent vloaz [3] ; arme Sennacherib distruget en un nosvez dirac mogueriou ar guær a Jerusalem [4] ; an heaul arretet da c’hortos an Israelitet da beur-achui ar victor var o adversourien [5], cetu a ze unan-bennac eus ar miraclou-bras a lennomp er Scritur hac a zisquez deomp penos ar re o deus scrifet al levriou sacr a oa veritablamant inspiret gant Doue... Ar brophetiou a zo ur breuven-all eus ar memes tra. Ne raportin nemet unan-bennac eus ar re a barlant eus a c’hinivelez ar Messi, eus e vuez, e varo hac e resurrection. Ar profet Isaï pehini a veve var-dro seiz cant vloas aroc ma oa ganet Jesus-Christ, a lavar : Ur verc’hes a goncevo hac a lacaï er bed ur mab, pehini a vezo hanvet Emmanuel, da lavaret eo, mab an Oll-Galloudec [6]. Ar roue David a lavar e vezo publiet e lezen adalec an eil mor d’eguile [7]. Ar profet Isaï a vêl corf ar Messi goloet a c’houliou adalec e ben betec e dreid [8]... Piou a zisqueze d’ar brofetet an amzer da zont, nemet an ini a zo mæstr an oll amzer evel an oll draou-all ? Evel-se ar re o deus scrifet al levriou sacr a so bet consideret e pep amzer, evel ministret hac ambaçzadourien an Autrou Doue pehini a barlante dre o guinou... Ar memes preuven a zervich ê faver an Testamant nevez, pehini a zo bet scrifet gant disquibien hor Zalver, pere a raport ar pez o deus guëlet ha clevet, hac a scuill o goad ê testeni d’o

  1. [Gw. Ex. XI, 4-5.]
  2. [Gw. Ex. XIV, 21-31.]
  3. [Gw. Deut. I, 3.]
  4. [Gw. Para. XXXII, 22.]
  5. [Gw. Jos. X, 12.]
  6. [Is. VII, 14 : ecce virgo concipiet, et pariet filium, et vocabitur nomen ejus Emmanuel.]
  7. [Ps. LXXI, 8 : et dominabitur a mari usque ad mare.]
  8. [Gw. Is. LIII, 4-5.]