Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/433

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
401
pedervet loden.

deus crucifiet a nevez dre e vuez-fall ; dont a ra dezan da zonch penos en deus collet ar barados ha militet an ifern : ô pebes goal-eur evithan ! ô terrupla coll ! ô brassa motivou a gueuz hac a c’hlac’har !

IV. Ret eo caout ur propos ferm d’en em zihoal eus ar pec’het en amzer da zont, ha da ober ar binigen gourc’hemennet gant ar c’hoëssour, da lavaret eo, ret eo caout ur volontez sincer da cench a vuez ha da heuill an avisou-mâd a vezo roet deomp eus a bers Doue, en dribunal santel eus ar binigen. Evel ma tle an den clân beza resolvet da ober ar pez a ordren e vidicin, evel-se ive e tleomp beza resolvet da ober ar pez a ordren deomp ar c’hoëssour, evit gallout en em viret eus ar pec’het : hor propos ferm, eme an deologianet, a dle beza effedus ha padus : assanti a dleomp da guitaat hon ty, hor bro, hor c’hærent, da goll ha da souffr pep-tra, quentoc’h evit cuëza a nevez er pec’het ha memes quentoc’h evit chom en occasion eus ar pec’het. Mar de ho troad pe ho lagad caus deoc’h da offanci Doue ha da goll ar barados, eo ret deoc’h en em zizober anezo hac o zeuler pell-diouzoc’h, eme Jesus-Christ [1].

V. Coës hon oll bec’hejou gant simplicite, humilite ha sincerite : gant simplicite, evel ur c’brouadur pehini a lavar guella ma ell, quement en deus guelet ha clevet ; gant humilite, evel ur c’hriminal pehini a esper touch e varner o lavaret ar virionez : gant sincerite, evel ur merour honest pehini a rent, bep bloas, gant lealdet, cont d’e væstr… Ret eo esplica ar zirconstançou pere a cench ar speç eus hor pec’hejou : an oll circonstançou-se a zo comprenet er c’homzou-ma : quis ?

  1. [Matth. XVIII, 8-9.]