Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/432

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
400
doctrin ar guir gristen.

commanç an examin-ma, guelomp pegueit-so abaoue hor c’hoëssion diveza : ha nî hor boa bet an absolven : ma n’hor boa quet bet an absolven, ha mar en em adressomp da ur c’hoessour-all, goude beza coësseet ar pec’hejou cometet abaoue hor c’hoëssion diveza, e tleomp ive coës ar pec’hejou cometet abaoue an absolven diveza hor boa bet. Guelomp neuse ha nî hor boa bet ur guir glac’har d’hor pec’hejou hac ur propos ferm d’o c’huitaat : mar hor boa nac’het ur pec’het bennac, pe vanquet da ober ar pez a voa recommandet deomp gant hor c’hoëssour, evel da bardoni, da restitui, da rapari an tor hon doa græt d’an nessa en e vadou pe en e reputation, e tleomp commanç dre en em accusi eus a guemen-ma. Evit anaout hon offançou, songeomp e pep-unan eus a c’hourc’hemennou Doue hac eus a c’hour-c’hemennou an Ilis, er pec’hejou capital, en deveriou hor stad, er plaçou hac er personachou hon deus darempredet.

III. E renquer en em excita, a greiz calon , d’ar glac’har da veza offancet Doue. Pebes calonad evit ur c’hriminal pa vel e quichen tribunal e varner traou pere a rent testeni en e-enep, evel an alc’huëziou a bere ez-eo en em zervichet evit laërez, an ostilhou gant pere en deus græt e vuntrerez, al fals-lizerou dre bere en deus tromplet e nessa ! evel-se ive, peguer-bras ne dlê quet beza glac’har ar pec’her, pa zonch er plaçou hac er personachou en deus hentet, er moyenou hac er memprou a bere ez eo en em zervichet evit cometi e grimou ? Seblantout a ra dezan o c’hlêvet o crial venjanç en e-enep : guelet a ra e zaouarn rus eus a voad un Doue leun a vadelez pehini en