Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/425

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
393
pedervet loden.

ar silanç-ma, dindân boan da veza condaonet d’ar brassa suppliçou. Ar pænitant a dle ive miret ar silanç, da viana dre respet evit ar sacramant, ha gant aoun da rei occasion da zrouc-preseg eus ar religion. Ar c’hoëssour, galvet dirac justiç, a ell touet n’en deus anoudeguez a netra : ne all quet terri secret ar goëssion, evit savetei ur vro, ur rouantelez, pas memes evit savetei e vuez : n’en deus ræson-ebet, eme an doctor Scot [1] ha cals a zoctoret-all, hac a allfe en douguen da derri secret ar goëssion, pas memes dre bermission ar pænitant, pehini, mar nac’h en deus roet ar bermission-ma, a ell lacat condaoni ar belec.

Eus e oll bec’hejou : evit ober ur goëssion-vâd eo necesser discleria an oll bec’hejou, rac an oll bec’hejou cometet goude’r vadiziant, peguer-bras, pe ive peguer bian bennac e c’hallont beza a zo matier ar goëssion, ar pec’hejou marvel a zo ar vatier necesser, hac ar pec’hejou veniel a zo ar vatier suffisant : nac’h ur pec’het marvel hepquen a zo avoalc’h evit ober ur goëssion sacrilach, rac an eil eus ar pec’hejou-ma, na ellont quet beza effacet hep eguile : mâd ha meulabl eo ive coës ar pec’hejou veniel, mæs quemen-se ne dê quet absoluamant necesser, hervez ar c’honcil a Drant [2], o veza ma c’hallont beza effacet dre gals a voyenou-all, evel dre’r gommunion, ar beden nac an œuvrou-mâd ; cousgoude, o veza ma’z-eo diæz diffaranti ar pec’hejou marvel eus ar pec’hejou veniel, ha ma’z-eo dangerus-bras derc’hel ar galon stag ous a ur pec’het veniel-bennac, e tleomp o detesti hac o c’hoës-oll.

Da ur belec aprouet : ur belec en un escopti a renq caout digant an escop juridiciion, da la-

  1. [Cf. Jo. Duns Sc., S. Oxon., Dist. XIV, q. 1-2.]
  2. [Catech. Trident., II, 5, q. 46.]