Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/404

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
372
doctrin ar guir gristen.

eus e c’hraç er bed-ma hac ar vuez eternel er bed-all : credi a ran an traou-ma oll ha quement-so gourc’hemennet d’în gant an Ilis da gredi, mæs cresquit c’hoas va feiz, ô va Doue, ha roit d’în ar c’hraç da gonformi va buez d’am c’hreden !

Un esperanç ferm : santout a ran ennoun va-unan, evel an abostol, ur brezel cuntunuel, intùs pugnæ, hac adversourien va silvidiguez pere a velan en dro d’în a spount ac’hanon, foris timores [1] ; mæs gant sicour Doue e c’hallan pep-tra hac e Doue hepquen e lacan va fizianç, o veza ma c’houzoun ez eo mâd ha galloudus avoalc’h evit va difen ha rei d’in hervez va œuvrou. Ra zeuï ar re a garo da fiziout, darn en o madou, darn en o guizieguez, darn-all e protection ar re vras, evidon-me, evel sant Bernard, a laca va fizianç ennoc’h-hu hepquen, ô va Doue : Tu es, Domine, spes mea ! [2] Evel ma teu an dud a vor da deuler eor o lestr evit gallout en em derc’hel dizanger a-enep fulor an tempest ; evel-se, ô va Doue, an esperanç eo an eor a daulan en êe evit gallout en em viret dizanger a-enep an avel hac an tempest eus va goal inclinationou, ama var an douar, etouez poaniou ar bed. En em jali a fell d’in a vechou, o consideri maliç, dangerou ha miseriou ar vuez-ma, mæs an esperanç a zo evel ur vam vâd pehini a oar-manific consoli hac instrui he c’hrouadur : sec’hi a ra va daëlou, ha digaç a ran d’în da sonch penos an Autrou Doue, evit ur moment a boan, a roï d’în un eternite a joa !

Ur garantez ardant : penos, ô va Doue, gallout chom hep ho caret ! naturel eo da ur c’hrouadur caret e grouer ; da ur mab, caret e

  1. [Cf. II. Cor. VII, 5.]
  2. [Ps. XC, 12.]