Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/400

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
368
doctrin ar guir gristen.

a bep pec’het veniel… Mâd-bras eo communia alies : eürus, eme an Aviel, ar re o deus naon ha sec’het eus o santification, rac beza e vezint rassasiet ! [1] Ar c’honcil a Drant a zezir e vemp henvel ous ar gristenien guenta pere a gommunie quellies guech ma c’hassistent en oferen [2] ; ha sant Augustin a lavar deomp cundui ur vuez santel avoalc’h evit beza dîn da gommunia bemdez [3]. An tad Avila pehini a oa ur belec santel hac habil-meurbed [4], a lavare penos ar gommun eus an dud a dle communia peder guech er bloas, an dud devot ur vech er mis, hac an dud santella ur vech er sizun pe aliessoc’h. Sant Frances a Sall a ro ar memes avis [5]. Heuillit ar pez a lavaro deoc’h ho coëssour eus a berz Doue, goude beza roet dezan da anaout-mâd ar vuez a gunduit hac an dezir hoc’h eus da gommunia.

III. Gant pe seurt dispositionou e tleer communia ? Communia eo receo hor Zalver hac hon Doue : action-ebet eta santelloc’h nac importantoc’h, rac-se ive action-ebet na c’houlen brassoc’h dispositionou. Laquit evez da brofani un action quer santel, ha da renta inutil evidoc’h ar sacramant a dle ho santifia : brassa goal-eur a ouffe da erruout gueneoc’h eo ober ur goal-gommunion ; dibri hac efa a raffac’h ho condaonation, eme an abostol [6] : ne dosfait eta jamæs ous an daul-sacr nemet gant an dispositionou requis, quen evitt ho corf, quen evit hoc’h ene.

Dispositionou ar c’horf : ar c’horf a dle beza var yun, da lavaret eo, hep beza debret nac efet abaoue anter-nos, nemet communia a raffac’h e viatic en danger a varo. An dud a gommuni da nos Nedelec a ell dibri o c’hoan ; mæs, dre res-

  1. [Matth. V, 6.]
  2. [Cf. Catech. Trident., II, c. 4, q. 59.]
  3. [Ps. Aug., De dono persev., XIV.]
  4. [Gw. Les Epistres spirituelles du R. P. Avila très renommé prédicateur d'Espagne (Paris: G. Chappuys, 1630), Ep. LXIV, p. 438 sqq.]
  5. [Introduction à la vie dévote, III, 20 : De la fréquente communion.]
  6. [I. Cor. XI, 29 : Qui enim manducat et bibit indigne, judicium sibi manducat et bibit.]