Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/40

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
8
doctrin ar guir gristen.


er bed-ma hac a zuport o c’hrimou, abalamour ma tle o funissa æternelamant er bed-all : alies memes, ar brosperite apparant-se a zo ur bunition ar vrassa eus a zorn an Autrou Doue pehini a lez an dud fall da gousquet diremorç var bord an abymou eternel ê pere ema-int var ar poënt da guëza : Doue a fell dezan alies e vê an dud just en dienez, affliget, dispriset, persecutet er bed-ma, pe evit peur-achui da satisfia d’e justiç evit o fec’hejou tremenet, hac evit an imperfectionou a gometont bemdez, pe evit cresqui o milit, ha dre eno, o gloar en êe, pe autramant er fin, evit disquez o vertuziou d’ar bed, da behini e tleont servichout da squer ha da exempl. Vertuziou an dud just cuzet evel un tenzor pe ur fleuren brecius, ne vezont anavezet nemet pa deu an adversite pe ar bersecution da remui pep tra en-dro dezo ; neuse, laqueet en tân, ar greun ezanç venniguet-se a deu da veza veritablamant c’huez-vad hor Zalver Jesus-Christ ; da gaeraat o c’hurunen a immortalite, ha da c’hlorifia Doue er vuez-ma ræmes : neque hic peccavit, neque parentes ejus, sed ut manifestentur opera Dei in illo [1]. An disprisanç, ar poaniou hac an afflictionou a zo evel ar morzoliou, eus a bere en em zervich dorn Doue evit terri al laçou pere hor stague ous an douar, hac evit ober hor c’hurunennou en êe : avantajus ez-int ive evidomp abalamour ma reont deomp antren ennomp hon-unan ha caout recours da Doue : an den ne zant morse guel ar bouez eus e fragilite hac an ezom en deus eus a zicour Doue, eguet pa en em gav affliget, dispriset, persecutet : neuse e teu da hirvoudi ha da bedi Doue d’en dilivra eus ar boan a

  1. [Joan. IX, 3.]