Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/399

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
367
pedervet loden.

an ælez, rac ma’z-eo ur vagadurez spirituel pehini a zisquen eus an êe.

II. Doue e-unan, hac ive an Ilis, eo a ra deomp-oll un obligation absolu da gommunia : mæa beza ez eus, eme sant Thomas [1], diou fæçon d’en ober : spirituelamant hac en effet. Communia spirituelamant eo desirout en em unissa gant Jesus-Christ dre’r gommunion ; ha communia en effet, eo receo ar sacramant sacr eus an auter… Pep den, goude an usach parfet a ræson, a dle en ober, en eil fæçon hac en eben, rac ne deus silvidiguez ebet evit an ini a chom, dre e faut, hep communia : ma na zibrit, eme hor Zalver, eus a gorf Mab an den, ha ma evit eus e voad, n’ho pezo quet ar vuez ennoc’h : nisi manducaveritis carnem Filii hominis, et biberitis ejus sanguinem, non habebitis vitam in vobis [2]. Ar gommunion o veza magadurez spirituel an ene, e tleomp caout alies recours d’ar vagadurez divin-ma. An Ilis a c’hourc’hemen deomp communia, da viana ur vech er bloas : ha da Basq e sacramanti, rac-se e stâd-vâd e vevi ; an ini eta, pehini, dre e faut, ne gommuni quet da Basq a gomet ur pec’het marvel. Betec ar c’honcil general a Latran [3], an Ilis a oblige he bugale da gommunia teir guech er bloas : da Nedelec, da Basq ha d’ar Pantecost : brema n’en deus obligation da gommunia nemet ur vech er bloas, dindân boan da bec’hi marvelamant ; mæs ar gristenien sourcius eus o silvidiguez a dosta liessa ma ellont ous ho zacramanchou, o c’heull cousgoude var guemen-ma avis-mâd o c’hoëssour. Evit communia alies, e renqqer beza exant a bep accustumanç da guëza er pec’het marvel, ha caout ar galon distag eus

  1. [Cf. Tho. Aq., Super IV. Sent., dist. 18, q. 2, art. 1 (ha lec’hioù all).]
  2. [Joan. VI, 54.]
  3. [Concil. Lateran. IV (an. 1215), can. 21.]