Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/398

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
366
doctrin ar guir gristen.

d’ar veleyen bepquen, ha communia ar rest eus an dud fidel gant ar speç a vara ; ne recevont quet evit-se nebeutoc’h, pa’z-eo guir penos Jesus-Christ a zo antieramant dindân ar speç a vara, evel ma ema antieramant dindân ar speç a vin. An avieler hac an abostoler a vez gant ar pap ous auter epad ma lavar an oferen, a gommuni dindân an daou speç, hac ê couent Cluny, ar religiused a ra ar memes trâ, ur vech er bloas. Ar rouanez a Franç, en deiz ma vezont sacret, a gommuni ive dindân ar speçou a vara hac a vin, mæs ne recevont quet muioc’h evit-se, nevezi a reont bepquen ar memor eus ar c’hustum ancien da gommunia dindân an daou speç.

Pe seurt hanvou en deus c’hoas sacramant an auter, p’heur e tleer e receo ha gant pe seurt dispositionou, pe seurt effejou a brodu ennomp ?

I. Meur a hano a roer en Ilis catholic d’ar sacramant divin-ma : hanvet eo sacramant an auter, abalamour ma vez offret ha consacret var an auter ; hanvet eo ar gommunion, abalamour ma c’hunis ar gristenien etrezo ba gant Jesus-Christ. Eucharistia, pehini a sinifi action a c’hraç, abalamour oc’h offr pe o receo ar sacramant-ma, e rentomp da Zoue ar vrassa hac an agreapla action a c’hraç a ellomp da renta dezan ; an daul santel, abalamour ma’z-eo ur banquet spirituel da behini Jesus-Christ e-unan a gonvî an oll dud fidel ; ar viatic, abalamour ma souten ac’hanomp er veach a reomp varzu an êe pehini eo hor bro, ha ma vez ive roet deomp pa vezomp var ar poent da vont eus ar bed-ma d’ar bed-all ; bara