Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/397

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
365
pedervet loden.

an auter, nemet evel ma tostee guechal ar Yuzevien eus a venez Sinaï, da lavaret eo, gant aoun ha gant spount : ne alfemp quet souten e bræsanç, ma teuffe d’en em zisquez deomp gant ur squeud hepquen eus e c’hloar ; evel an ebestel var menez Thabor, e cuëssemp var hor faç d’an douar [1] ; mæs an heol benniguet-se en deus ar vadelez d’en em guzet a zirazomp, hac evel ma tle servichout da vagadurez d’hon ene, en em ro deomp dindân ar speçou a vara hac a vin pere so an traou agreapla ha communna. Mæs goude ar gonsecration, n’en deus veritablamant na bara na guin, ne chom anezo nemet an apparançou : cenchet int, e guirionez, e corf hac e goad hor Zalver… Corf, goad, ene ha divinite hor Zalver, pere ne allont mui beza dispartiet, a zo eta realamant dindân pep-unan eus ar speçou ; beza e ma int dindân ar speç a vin evel dindân ar speç a vara ; beza e ma int realamant dindân pep tam ha pep bruzunen eus ar bara, evel dindan pep banne ha pep beraden eus ar guin ; an ini eta a receo ur vruzunen eus ar bara, pe ur veraden eus ar guin consacret, a receo, e guirionez, corf, goad, ene ha divinite hor Zalver Jesus-Christ, couls hac an ini a receo un hosti en antier, couls hac an ini a gommuni dindân an daou speç a vara hac a vin : fracto demùm sacramento, ne vacilles, sed memento tantùm esse sub fragmento quantùm toto tegitur [2]. Guechal an oll dud fidel a gommunie dindân an daou speç evel a ra hirio c’hoas ar veleyen ; mæs o veza ma’z-eo diæz caout guin e certen broyou, ha ma’z-eus cals pere o deus dic’hoût eus ar guin, an IIis, ato cunduet gant ar Speret Santel e deus cavet a propos accordi ar c’halir

  1. [Gw. Matth. XVII ,1-9 ; Marc. IX, 2-9 ; Luc. IX, 28-3).]
  2. [Antiph. in fest. SS. Sacram.]