Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/396

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
364
doctrin ar guir gristen.

d’e ebestel en ur lavaret : dibrit-oll eus a hema, rac hema eo va c’horf. Goude-se e quemeras guin, hac o veza roet ive dezan e venediction, en roas dezo, er memes tra, en ur lavaret : efit-oll eus a hema, rac hema eo ar goad eus an alianç nevez hac eternel pehini a ran gueneoc’h, hac a vezo scuillet evidoc’h hac evit an oll, e remission d’ar pec’hejou : quellies guech ma reot quemen-ma, er grit e memor d’în. Ne dê quet eta an imach eus e gorf hac eus e voad hepquen, eo a roas hor Zalver d’e ebestel, mæs rei a reas dezo, e guirionez, e gorf hac e voad, rac ên e-unan eo a lavar penos e gorf a zo veritablamant un dibri, caro mea verè est cibus, hac e voad un evach reel, et sanguis meus verè est potus [1]. An ini, emezan en un andret-all eus ar Scritur [2], a zebr va c’horf hac a ev va goad en devezo ar vuez eternel, ha me en ressuscito da fin ar bed. Hor Zalver, er moment-se, eme an Tadou santel eus an Ilis, a roe da anaout e volonteziou diveza en ur ober e destamant ; hoguen, ur testatour fur ha prudant pehini a gar e heritourien, en em espliq sclerra ma ell, gant aoun da rei leac’h da droug ha da zebat goude e varo, ha cetu ar pez a ra hor Zalver ; rac ha possubl eo lavaret netra sclerroc’h eguet ar c’homzou-ma : hema eo va c’horf, o parlant eus ar bara ; hema eo va goad, o parlant eus ar guin ? Guir eo eta penos ema Jesus-Christ reelamant præsant er sacramant adorabl eus an auter.

III. Dindân ar speçou pe an apparançou a vara hac a vin : na eller quet guelet hor Zalver er sacramant-ma, chom a ra cuzet dindân ar speçou a vara hac a vin ; anez, ne aljemp tostaat ous

  1. [Joan. VI, 56.]
  2. [Er memes andret eo : Joan. VI, 55.]