Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/387

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
355
pedervet loden.

ha gounit gajou-bras ? ur soudard evit difen e roue ? Mæs, mar quemer ar re-ma oll quement a boan evit militout ur recompanç dister, petra na dleomp-nî quet da ober evit militout ur gurunen a immortalite ? Illi quidem ut coronam corruptibilem accipiant, nos autem incorruptam [1]. Evel-se an donæzon a guzul hon ali d’en em dioual eus an drouc ha da ober ar mâd.

4° An donæzon a ners a ra deomp quemeret courach etouez dangerou, maximou hac exemplou-fall ar bed : rei a ra deomp ar victor var adversourien hor zilvidiguez, pere na heanont da rodall endro deomp o clasq hon tenti, hac hon lacat da gueza er pec’het. Evel-se, ar gristenien guenta, goude beza recevet ar vadiziant, a vize ive confirmet evit gallout caout an ners hac ar gourach a bere o devoa ezom evit souffr pep-tra hac ar maro memes quentoc’h evit renonç d’o feiz. Neuse, leun eus a c’hraçou Doue hac eus e speret divin, e content evit netra ar brassa tourmanchou. Guelit gant pebes carantez e salude sant Andre ar groas var behini e tleie beza merzeriet ! Clevit sant Paul oc’h assuri penos nac an naon, nac ar sec’het, nac ar vuez, nac ar maro, na netra-all-ebet, ne allo e ampech da garet Jesus-Christ [2]. Sant Lauranç var ar c’hrill a lavare d’e vourrevien : rostet avoalc’h eo ar c’hostez-se, va zroit var ar c’hostez-all, mar plich gueneoc’h ! O ners, o courach, o donæzon burzudus eus ar Speret Santel ! Ræson en devoa an abostol da l-varet penos an den a ell pep-tra gant sicour Doue : omnia possum in eo qui me confortat [3].

5° An donæzon a c’huizyeguez eo a zisquez deomp ar pez a rencomp da ober, an hent a ren-

  1. [I. Cor. IX, 25.]
  2. [Cf. Rom. VIII, 35.]
  3. [Phil. IV, 13.]