Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/368

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
336
doctrin ar guir gristen.


El lezen ancien e oa cals a sacramanchou, pe a figuriou santel : evel-se sacrifiç Abel, sacrifiç Abraham, sacrifiç Melchisedech, ar circoncision, ar bræzantation en templ, an ofranç a rê ar guerent eus o bugale pere, aroc an usach a ræson, a vije santifiet dre’n ofranç-ma ha dre’r feiz en devoa o c’hærent er Messi, evel ma vez brema santifiet ar vugale dre’r vadiziant. El lezen nevez ne deus nemet seiz sacramant pere a zo avoalc’h evit pourvei d’hon ezomou spirituel, evel ma’z-eo ive avoalc’h seiz trâ, evit pourvei d’hon ezomou temporel. An den a dle, guenel, cresqui, beva, caout ar voyen d’en em barea e cas a glênved, en em gonservi yac’h, caout tud d’e c’houarn, caout ar voyen d’en em berpetui : hoguen, an traou-ma oll a gavomp er vuez a receo an ene digant Doue dre voyen ar sacramanchou. Ar vadiziant hor gra bugale da Zoue ha d’an Ilis ; ar gonfirmation hon laca da gresqui e grag Doue ; sacramant an auter a zervich da vagadurez d’hon ene ; ar binigen a rent dezi ar yec’het e devoa collet dre’r pec’het ; an nouen e laca e stad da drec’hi var adversourien he zilvidiguez ; sacramant an urs a ro deomp ministret pere hor gouarn a bers Doue ; ar briedelez a deu da berpetui societe ar gristenien en ur fæçon legitim hac agreabl da Zoue.

An necesserra eus ar sacramanchou eo ar vadiziant ; ar brassa eo sacramant an auter ; sacramant an urs ha sacramant ar gonfirmation a deu goude, abalamour d’ar berfection a roont ; erfin, ar binigen, an nouen hac ar briedelez : an diffaranç-ma a zo merquet gant ar c’honcil a Drant [1] hac a zo important meurbed da anaout… An oll

  1. [Cf. Concil. Trident., Sess. VII, can. 3.]