Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/366

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
334
doctrin ar guir gristen.

veniunt ad eum [1]. Hac en un andret-all e lennomp penos hor Zalver, o veza en em arretet ur pennadic er Judee gant e ebestel, a roe eno ar vadiziant d’ar re en em bræsante dirazan : et illic demorabatur cum eis et baptizabat [2]. Ar gonfirmation a instituas, non pas oc’h he rei, eme sant Thomas, mæs oc’h he frometi, goude e resurrection, nebeud amzer aroc pignat en êe : non exhibendo, sed promittendo [3] ; rac ar sacramant-ma a instituas pa lavaras d’e zisquibien : ma n’ho quitean quet, ne recevot quet ar Speret Santel ; maes mar ho quitean, me en digaço deoc’h : si non abiero, Paracletus non veniet ad vos ; si autem abiero, mittam eum ad vos [4]. Sacramant an auter a zo bet instituet d’ar yaou amblit epad ar goan bascal, er moment ma cenchas hor Zalver ar bara hac ar guin en e gorf hac en e oad precius. Neuse ive e c’hinstituas ar sacramant a urz, o rei d’e ebestel ha d’o successoret ar galloud da ober ar pez en devoa graet, da lavaret eo, da cench ar bara hac ar guin en e gorf hac en e voad, ha da rei ar memes galloud d’ar re-all : grit, emezan, ar memes tra e memor d’în : hoc facite in meam commemorationem [5] ; rac dezir am eus da chom guencoc’h betec fin ar bed. Hor Zalver a instituas ar zacramant a binigen, er bemped apparition a reas d’e zisquibien, goude e resurrection, en amzer ma oant oll assamblez en un ty a behini an orojou a oa serret er moment-ma c’haparissas dirazo : c’hueza a reas varnezo ha lavaret a reas : recevit ar Speret Santel ; arre ho pezo absolvet var an douar, a vezo absolvet en êe ; hac ar re n’ho pezo quet absolvet var an douar, ne vezint quet absolvet en êe : accipite Spiritum Sanctum ; quorum remise-

  1. [Joan. III, 26.]
  2. [Joan. III, 22.]
  3. [Tho. Aq., Sum. theol. III, q. 72, art. 1 (ad 1).]
  4. [Joan. XVI, 10.]
  5. [Luc. XXII, 19.]